àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Erer Kozh 2023 #3 : Sul

Erer Kozh 2023 #3 : Sul

Hiziv en trede abadenn da geñver an Erer Kozh 2023 e vezimp asambles gant Metig ha Yuna e-pad un eurvezh. Reiñ a rimp ar gaoz d'un nebeud tud hag a zo o kemer perzh 'barzh ar festival 'pad ar pevar devezh.

 

Roll an abadenn hiziv :

- Distro diwar marv Jane Birkin gant Anna Turc'h

- Pennad-kaoz gant Marion Gwenn hag Arzela Abiven deus ar strollad Kaolila a zo bet war leurenn Gwernig kinniget gant Yuna

Atersadenn gant Thierry Le Ster diwar-benn Regie Tavarn savet gant Metig

Kronikenn diwar-benn Jain savet gant Padrig

Reportaj diwar-benn c'hoarioù an Erer Kozh (La Fête à Toto, Canardrome ha stand brezhoneg gant Lucie ha Fulup) savet gant Milig

Kronikenn diwar-benn Rosalia savet gant Lilidour

- Atersadenn gant Ambre hag Aziliz deus ar strollad Digabestr savet gant Yuna

- Atersadenn gant Aela ha Lila a-youl vat er stand krampouezh kinniget gant Yann-Ber Guyader

Kronikenn diwar-benn ar strollad Gwendoline savet gant Yuna

 

Sonerezh :

- Kaolila - Boutika

- Jain - Alright

- Gwendoline - Audi RTT

 

Kinniget gant Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.

Teknik gant Erwan Uguen.

 

 

© Skeudenn : Eric Legret

Festivalioù Breizh

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio