Ur staj c'hoariva war ar prim e brezhoneg
'benn disadorn e vo aozet ur staj c'hoariva war ar prim e brezhoneg. En Oriant e vo aozet an devezh-stummañ, e ti ar c'hevredigezhioù ha plasoù a chom c'hoazh evit ar re a fellfe dezho kemer-perzh. Emmanuelle Eon, karget eus ar gengevridigezh C'hoariva, a zispleg hiroc'h deomp ouzh mikro Katell Uguen.