Nebeut a dud war ar stradeoù a-enep da raktres suraat an implij
Hirie 'oa manifestadegoù evit difenn an implij, en ur bern kêrioù e Breizh, evel e Frañs. Sevel a ra ar sindikadoù CGT, FO, Sud-Solidaires, hag FSU, 'enep d'an danvez lezenn da suraat an implij. Ul lezenn 'oa votet gant an deputeed dec'h 'ba Pariz. Evite e vefe ane'i un doare da derriñ kod al labour kentoc'h. Bihan an dud war ar straedoù dre vras, war-dro da 300 en Oriant, tri-ugent e Montroulez, pe ur c'hant bennaket a-boan e Roazon. E meur a lec'h eo tremenet an dibunadeg dirak burevioù an deputeed. E Lannuon, ma oa un daou-c'hant a dud, eo bet Tudual Karluer. Selaouomp Victor Pichon, ur manifester, o lâret deomp abalam' da b'ra 'oa war ar straedoù hirie.