àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

SAEZ " Miami" (2013) 1/5

SAEZ " Miami" (2013) 1/5

Àrlene en doa embannet e eizhved albom, ha tripl : Messina. Seizh mis diwezatoh, setu dija e 2013 nawved albom Saez : Miami. Afer en deus da goms ! Diàr-benn ar seks, an dud, ar bed, ar vuhez. A-eneb d'an hoant a argant, d'an desir a helloud ("Le roi"), d'ar sunerion-wad a beb sort, d'an dealerion-drammow ("Miami"). Ar saver-posiow-ha-toniow a Zijon, bet anavet ged an tub "Jeune et con" e 99, n'en deus ket chañjet hent na spered. Ar son so rock en-dro, hag un nebeud kanennow a dalv ar boan boud lakaet àr-wel : , "Les infidèles", àr roudow Noir Désir, "Pour y voir", tost doh e labour barzh an albom Paris e 2008 (unan tripl arall), pe "Des drogues", lan a nerzh hag anad. Ged re arall e kaver hirroh hon amser : "Rottweiler", "No more". N'ew ket fall tamm'bed albom newez Damien Saez, ha newazh e vehe gwell dehoñ marse enrolliñ nebeutoh ha sevel pladennow interessus en-o-hed. Plijus ew ur sort klewed un den rebel ataw, di-zalh a spered, hag inervet-mad... durant ma paday ! NOIR DÉSIR "Tostaky (Telepopmusic Mix)" in One trip / One noise (1998 . Barclay) PHOENIX "Entertainment" in SP (2013 . Loyauté . Glassnotes) RACHID TAHA "Zoom sur Oum" in Zoom (2013 . Naïve SAEZ "Miami" in Miami (2013 . Cinq7) YEAH YEAH YEAHS "Sacrilege" in SP (2013 . Interscope) Liammow an deiz : > Saez ha > Phoenix > Rachid Taha > Telepopmusic > Yeah Yeah Yeahs
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio