àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou

Keleier ar vro d'ar Yaou

Kaset e vo rektorelezh Roazhon dirak al lez-varn gant Kelennomp ha Divyezh Breizh

Abaoe al lezenn Molag e 2021 hag an emglev stad-rannvro evit treuzkas ar brezhoneg n'eus bet lakaet netra e pleustr gant ar rektorelezh evit poent, ha memes mod evit an distro-skol e miz Gwengolo. Pennad-kaoz gant Anton Burel.

 

 

3 diskouezadeg e zo da zizoloiñ e Passerelle e-pad an hañv

Ur reportaj poltredoù diwar benn buhez repuidi yaouank eus inizi Komor ‘ba Mayotte zo kinniget gant Laure Henno. Roet zo da dizoloiñ ivez un diskouezhadeg war tem « an disparti ». An trede sikouezhadeg zo savet gant oberennoù produet da geñver ur prantad annez gant un arzour yaouank anvet Germain Maguillard. Deomp gant Camille Guihard zo e karg da degemer ar public da c’houzout un tamm hiroc’h Gant Erwan Blanchard emañ.

 

 

Holl reportajoù Keleier ar Vro da selaou AZE.

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

- Lazhet zo bet un den yaouank e Nanterres gant ar polis dimeurzh da noz

- Aotreet e vo gwerzhañ kig-yar artifisiel er Stadoù-Unanet

- 85% eus bezhin glas Breizh a vez kavet e bae Sant-Brieg

- Soatret eo bet ar stêr-Ier e Karaez gant an embregerezh laez-poultr  Nutri Babig

- An hanter eus kelennerien skol-veur sport Brest (STAPS) a roio o dilez

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio