Daou zevezh studi a-ziàr an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh.
Dec'h hag hiziv oa savet ur c'hollok e skol ar skiantoù politikel e Roazhon. Lakaet eo bet ar gaoz àr ar strollad politikel, àr ar pouez neus bet a-c'houde tost hanterkant vlez 'zo ha penaos e c'heller diwhenn soñjoù broadelour hiziv an deiz e Frañs hag en Europ. Selaouamp doc'h Gael Briand, perzh en UDB, ha doc'h Tudi Kernalegenn noa komzet dec'h ag ar liammoù dez an UDB get strolladoù arall ha get Région et Peuples Solidaires. Emaint o-daou doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.