àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Even

Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Even

Nec'het eo ar gevredigezh « Solidarité Paysans », a sikour ar beizanted gant diaesterioù.

Raktres lezenn programmiñ ar justiz a fell dezhi treuzkas darn eus galloudoù al lez-varn justiz d'al lez-varn kenwerzh. Ar pezh ne vefe ket un dra vat evit al labourerien ha labourerezed-douar o deus diaesterioù ekonomikel hervez ar strollad. Muioc'h a ditouroù gant Jil Killevere eus Solidarité Paysans ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.

 

 

Tremen ar breved e brezhoneg penn da benn ?

'Benn ar 26 hag ar 27 a viz Even e vo dalc'het arnodennoù ar breved. Roet eo bet an aotre da skolajidi skoliataet e sistem Iskatola e Euskadi da dremen o holl arnodennoù en euskareg gant an Deskadurezh Stad… Met evit poent n'hallo ket bugale Diwan ober kement all e brezhoneg ha lod anezho yay dreist da reolennoù an Deskadurezh Stad… Deomp da selaou un nebeut tredeidi e Diwan 'ba Relecq-Kerhuon… Romane da gentañ, ouzh mikro Erwan Blanchard.

 

 

Holl reportajoù Keleier ar Vro a  c'heller klevout AZE

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Dav eo ospital Landerne da serriñ e servij gwilioudiñ e-pad tost daou zevezh c'hoazh.

- 150 kumun a c'hello lakaat e plas un taos ouzhpenn war an eil-tiez e Breizh

- 50 implijad hag implijadez eus Ikea o deus diskroget gant o labour dec'h e Brest

- Lazhet zo bet un den gant ar polis dec'h en ur vanlev deus kêr Angoulême

- Ouzhpenn 100 000 a dud o deus ranket kuitaat o ziez e India hag e Pakistan dec'h

- 79 divroad ha divroadez a zo marvet d'an nebeutañ dimeurzh da noz e bourzh ur vag a oa o treuziñ ar mor Kreizdouar

- Div wech muioc'h a girri-nij a vo en oabl 'benn 20 vloaz

 

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio