àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur brezegenn war ar gwenedeg er skritur peurunvan

Ur brezegenn war ar gwenedeg er skritur peurunvan

Ar reizhskrivadur, pe an doare-skrivañ, e brezhoneg… A zo un istor da skrivañ c’hoazh. Setu tem ur brezegenn vo savet gant Yann-Glaod ar Ruyet, dilun, e Henbont. Gant ar brezegenn-mañ vo lakaet ar gaoz war pezh zo skrivet el levr « Le breton, Des dialectes à la langue écrite »… El levr-se vez kuzulioù ha displegadennoù gant ar yezhour Albert Boché. Dastumet int bet gant e vignon Yann-Glaod ar Ruyet.

Kinnig a ra ar prezegenner ur sell war an doare da lakaat muioc'h liv ar gweneded d' ar skritur peurunvan. Displegañ a ra deomp eus petra vo kaoz ha penaos eo bet ganet ar soñj da roiñ kuzulioù evit ma klotfe gwelloc'h ar peurunvan gant ar gwened.

 

 

Un atersadenn get Yuna Kojan. Ar brezegenn vo dalc’het dilun da 8e noz e Sal Chevassu e Henbont. Digor vo d’an holl ha digoust ivez.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio