àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manif Gwengamp disadorn : "nann d'ar serriñ servijoù publik a yec'hed !"

Manif Gwengamp disadorn : "nann d'ar serriñ servijoù publik a yec'hed !"

Manifestet e vo e Gwengamp disadorn da zifenn ar servijoù publik a yec'hed er vro ! E Gwengamp ne vez ket ganet bugale ken ur miz hanter zo, diwar diviz an ARS, Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Hag emañ en pign ar surjianerezh jinekolojik ivez. Aon o deus ar sindikadoù e padfe an dra-se hag e vije serret ivez en amzer da zont ar surjianerezh noz-deiz hag an urjañsoù...

 

Efedoù fetis zo dija gant serradur servij gwilioudiñ ospital publik kreiz Bro-Dreger. Un toullad devezhioù zo e oa bet ganet ur poupig bord an hent bras. Ar vamm zo o chom e Gurunuhel, chouk da Wengamp, ha n'he deus ket bet amzer da dapout Sant-Brieg. Ganet he deus he merc'hig ba kamion ar bomperien...

 

Ar sizhun dremenet a-hend-all e oa bet respontet da c'houlennoù dilennidi ar vro gant Dominique Faure, ministrez dileuriet en karg eus ar strollegezhioù lec'hel. Gael Roblin, eus CGT Gwengamp hag ezel eus ar genurzhierez Yec'hed e Bro-Wengamp, n'eo ket bet kendrec'het gant he lizher...

 

Hennezh eo an dilennad en deus goulennet digant gouarnamant Kuba kas da Wengamp tud eus bed ar yec'hed eno, da reiñ un taol-sikour e-pad ur c'hrogad. Respontet zo « ya » dezhañ gant kannati Kuba met ezhomm zo un dekred digant ar gouarnamant gall da aotren an dra-se...

 

Emgav e-tal ar Roudourou e Gwengamp disadorn da 10e30 bepred. Trouz a vo en deiz-se moarvat peogwir e vo ivez deiz gouel ar sonerezh en kêr...

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio