Ur vodadeg keodedel e Naoned evit an adunvaniñ
A-benn disadorn eo galvet an naonediz da gemer-perzh en ur vodadeg keodedel evit adunvanidigezh Breizh. Ar goulenn-mañ a vo savet d'an dud : "Ya pe nann, ha fellout a ra deoc'h e vefe unvanet al Liger Atlantel hag an departamantoù breizhat all e-barzh ur strollegezh hag unan hepken ?".
Jonathan Guillaume a zo ezel eus 44=BZH, ar c'henstrollad oc'h aozañ ar vodadeg hag a stourm evit adunvanedigezh Breizh. Respontet 'n eus da goulennoù Mael Kerzerho ha Katell Uguen.