Talañ ouzh an tu-dehoù pellañ
No pasaran ! Setu ul lugan a vo klevet hiziv sur-mat war plasenn ar Frankiz goude mern. Gervel a ra meur a aozadur politikel deus an tu-kleiz d'en em vodañ evit diskouezh o enebiezh da mennozhioù ha feulsterioù an tu-dehoù pellañ. Rak stankoc'h stankañ ha taeroc'h taerañ eo tagadennoù an tu-dehoù pellañ. Er mizioù tremenet zo bet roet lañs d'ur c'houlzad spontañ gante. Da gentañ e Kallag, a-enep ar raktres Horizons, da c'houde a-enep kazetenn ar Poc'her e Karaez, e Sant-Brewen e oa bet plantet tan e ti ar maer hag arouezioù nazi a zo bet livet war mogerioù Rostrenn en dibenn sizhun tremenet. Selaoump ouzh Taran Marec. Ezel eo eus strollad komunourien yaouank Penn-ar-Bed, ar JC, ha kuzulier-kêr e Brest. Gervel a ra e strollad da vont da vanifestiñ hiziv e Brest, displegañ a ra deomp perak...
Klevet o peus Taran Marec, kuzulier-kêr e Brest hag ezel deus ar JC, strollad komunourien.ezed yaouank Penn-ar-Bed. Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas e oa eñ. Emgav a zo hiziv da 6e ur e Brest war plasenn ar Frankiz. Manifestadegoù all a vo e Breizh evit talañ ouzh kresk feulster an tu-dehoù pellañ : e Sant-Brewen hiziv da 5eur evit souten ar maer, e Rostrenn 'benn digwener hag e Roazhon 'benn disadorn.