Skodennoù skol: ha prefeti Penn-ar-Bed a laka lezenn Molac da dalvezout?
Abaoe m’eo bet votet al lezenn Molac e 2021 war ar yezhoù bro e rank an tiez-kêr paeañ ar skodennoù skol da skolioù Diwan. Met n’eo ket an holl anezho a douja d’al lezenn hag a ro ar skodenn ‘vit ar vugale zo o chom er c'humunioù. Sanset eo perzh ar prefetioù da lakaat al lezennoù da dalvezout. E Penn ar bed eo seblant bourt diaes kaout keloù war al laboiyur ‘zo kaset gant ar prefeti war an dachenn se.
Klevet e vo displegadennoù Gregor Mazo.