àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'an 12 a viz Mae- 8e30 beure

Keleier ar vro d'an 12 a viz Mae- 8e30 beure

Kaset ez eus un enklask evit soñjal dazont ar mediaioù e brezhoneg

Dielfennañ ar mediaioù e brezhoneg ha sevel diwar se ur politikerezh rannvroel ‘vit kas ‘nezho da vont war raok. Andre Lavanant, bet prezidant Diwan, zo bet fiziet ennañ kas ur studiadenn gant Kuzul rannvro Breizh war ar mediaioù. Dindan ar bloaz tremenet ‘neus bet tro da daremprediñ an holl zo o produiñ danvez ‘vit ar chadennoù tele, ar radioioù pe war an internet. Ul labour stank evit stadañ ar pezh ‘zo produet evit poent. Bremañ emañ Andre Lavanant gant eil prantad e enklask : klask goût piv eo ar re ra gant ar mediaioù e brezhoneg ha petra fell dezho kaout e giz programmoù… An holl dud intereset gant ar raktres a c’hall respont d’ar c’houlennaoueg. Moiaen ‘zo mont e darempred gant an tiez ar vro zo bet kaset an diell dezho. Gallout ‘ra an nen klask war internet al liamm « Enklask war ar c’hleweled e brezhoneg ». Betek fin ar miz mañ e c’haller respont d’ar goulennou. Disoc’h an enklask vo embannet ‘benn fin ar bloaz.

 

André Lavanant zo gant Erwan Blanchard

 

Raok an hañv: ur bern animassionoù e kreiz Breizh!

Emaomp o tostaat d'an hañv ! Ac'hann d'an 21 a viz Even e vo meur a zigarez c'hoazh da dremen amzer vat, hag en brezhoneg war ar marc'had ! Gant ar gevredigezh RAOK, brezhoneg e Kreiz Breizh, e vo kinniget deoc'h adalek disadorn un arridennad abadennoù kaer pe gaeroc'h ! Ur mare badeet « RAOK an hañv » evel-just ! RAOK zo diontañ un emglev-bro hag a c'hoaria war 5 kumuniezh-kumunioù memes tra. Hag e ro bec'h tud ar gevredigezh da bropoziñ traoù plijus ba'r muiañ a barrezioù ma c'hallont ! Betek ar 17 a viz Even e vo kaozeadennoù e brezhoneg hag kalz a draoù all ouzhpenn. Ar c'hentañ abadennoù kinniget war digarez « RAOK an hañv » a vo arc'hoazh : un atalier kinklañ Gouel Broadel ar Brezhoneg da zont e Langoned hag ur valeadenn lipous e Karaez !

Displegadennoù gant Fulup Kere ouzh mikro Tomaz Laken

Gallout a rit selaou ar reportajoù amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio