Daou zevezh evit en em soñjal war tan-gwall Menez Are
A-benn disadorn e vo aozet un dibenn sizhun tro-dro d'an tan-gwall a oa bet e Menez Are warlene. Pedet eo pep hini da eskemm war ar mod ma oa bet bevet an darvoud-se ganti pe gantañ. Bale el lanneier a vo graet ivez met ivez kaozeal war dasparzh an dour, ar sec'hor, ar mod ma vez meret al lanneier hag ar mod da verañ an tanioù-gwall. Eloise Le Guen a zo o chom e Sant-Riwal. Kenaozañ a ra an darvoud-se, anvet « Eau, feu, Forêt ».
Eloise Le Guen a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. 'Pad an dibenn 'zhun neuze e vo « Eau, Feu, Forêt » e sal ar gouelioù e Sant-Riwal. D'ar sadorn vintin e c'hello pep hini dispakañ e soñj en agora war an tanioù-gwall. Digor eo an darvoud d'an holl, zoken d'an dud o deus bevet an tanioù-gwall a bell.