àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brezel ar panodoù zo 'ba Breizh-Uhel

Brezel ar panodoù zo 'ba Breizh-Uhel

Brezel ar panodoù e brezhoneg hag e gallaoueg ‘zo ‘ba Breizh-Uhel… E kreiz miz Miz Meurzh ‘oa bet distaliet panodoù « Gwitreg » zo evit mont e-barzh ar gêr zo tost eus Roazhon. Gant ur serten « Bezenn Poulain » ‘oa bet anavezet an oberezh. Embann a ra ar stroll se bout o stourm evit reiñ ur plas d'ar gallaoueg ‘ba Breizh. En tu all eo panodoù e gallaoueg ‘oa bet laeret eizhtez zo ‘ba Liverieg zo chouk da Roazhon. Roet 'neus Herve ar Gall e sonj da Erwan Blanchard war ar sujed. Herve ar Gall 'neus embannet ur geriadur teryezek brezhoneg-gallaoueg-galleg. War lerc'h e vo klevet Fabien Lecuyer, stourmer evit ar gallaoueg anezhañ, hag emañ ouzh mikro Anton Burel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio