Gourdrouzet eo bet kevre gwirioù bugel den gant Gerald Darmanin
D'ar 5 a viz Ebrel en doa Gerald Darmanin, Ministr an diabarzh, gourdrouzet na vefe tennet e skoazelloù digant ar Stad d'an LDH ( Ligue des droits de l'homme). Kement-mañ a oa bet embannet gant Darmanin er Sened e-pad un eskemm diwar-benn manifestadeg diwezhañ Sainte Soline. Rak kritik e oa bet an aozadur gant ar mod ma oa bet meret ar vanifestadeg gant ar boliserien. Evezhourien an LDH a oa bet ar re gentañ da ziskuilhañ o doa miret ar boliserien na zeufe ar sikourioù war al lec'h, pa oa tud gloazet bras padal. A-drugarez d'an LDH eo ivez e oa bet diskuilhet un enrolladenn eus tud ar Samu a zisplege e oa bet urzhiet dezho chom hep mont war al lec'h. Selaoump Tabgi Louarn, ezel deus an LDH e Kemper, war ar fed na vefe gourdrouzet ar gevredigezh gant ar ministr.
Tangi Louarn, ezel deus LDH Kemper, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Ha n'eo ar wech kentañ e vez taget an LDH gant Gerald Darmanin. E 2015, pa oa eñ maer Tourcoing, en doa dilemmet he skoazell 250€ d'an LDH dija.