àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gallout a raio pep lisead.ez kaout 3 eurvezh brezhoneg e Diwan

Gallout a raio pep lisead.ez kaout 3 eurvezh brezhoneg e Diwan

Liseidi ha liseadezed Diwan a c'hello kaout 3 eurvezh kentelioù war ar brezhoneg dre 'zhun 'vel araok. Setu ar pezh zo bet embannet ar sizhun dremenet gant an deskadurezh Stad. Betek 2021 e veze studiet ar brezhoneg e-pad 3 eurvezh bep sizhun gant pep klasad eus an eilvet klas betek ar c'hlas termen el liseoù Diwan. Met abaoe reform ar vachelouriezh, en distro-skol 2021 neuze, e oa bet digresket an eurvezhioù brezhoneg-se gant an deskadurezh Stad. Selaouomp diouzhtu Gregor Mazo, rener ar rouedad skolioù Diwan.

Gregor Mazo a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Sederoc'h e vo an distro-skol o tont el liseoù Diwan war ar c'hentelioù yezhoù neuze. Bremañ emañ ar rouedad skolioù Diwan o klask gounit ur stourm all ; evit ma c'hellfe ar skolijidi ha skolajiadezed tremen ar Breved e brezhoneg penn-da-benn e miz Even, evel krennarded ha krennardezed Euskadi an Norzh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio