àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar 14 a viz Ebrel- 8e30

Keleier ar vro d'ar 14 a viz Ebrel- 8e30

12vet manifestadeg a-enep adreizhañ ar retredoù 'oa dalc'het dec'h

An daouzekvet devezh stourm enep reform ar retredeù oa dalc’het dec’h. Galvet o doa ar sindikadeù da harzañ al labour. Manifestadegoù oa savet e Bro c’hall hag e Breizh a-bezh. E Pondi oa ouzhpenn mil den o deus dibunet enep ar reform. 
Ali ar c’huzul bonreizhel oa unan eus ar sujedoù etre an dud. Ar sindikalourien ha sindikalourezed o deus disklêriet vo savet abadennoù all goude ali ar c’huzul diwar-benn lezenn al leveoù… Un ali a vo roet hiziv. Met an holl dud n’o deus ket fiziañs ennañ… Selaomp Merwyn, doc’h mikro Enora Molac, eus Radio Bro Gwened. 

Echu eo gant Kann al Loar 'ba Landerne!

Renerien ar gouel 'oa bet krouet e 1986 'ba Landerne 'neunt divizet paouez aozañ 'nezhi… Meur a vloavezh diaes 'zo bet gant ar gouel 'neus lakaet war wel sevenadur Breizh hag ar brezhoneg 'pad 30 vloaz… Warlene 'oa bet kollet 54 000 euros gant ar gevredigezh. Peadra da goll kalon 'vit reiñ lañs d'ar gouel ar bloaz mañ e miz Gouere. Ur c'holl eo 'vit Landerne hag evit ar metoù brezhoneg kar Kann al Loar 'oa he fall ivez reiñ lañs da arzourien n'int ket brudet kement se… Selaouomp sonj Yann Ber Tomin 'noa, gant re all, kroet Kann al loar.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio