àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Hitchkok

Hitchkok

HITCHCOCK Ur film savet gant : Sacha Gervasi (2012) Gant : Anthony Hopkins, Helen Mirren, Scarlet Johansson. Ha klevet ho poa komz ag Alma Reville, maouez mestr ar suspens, Alfred Hitchcock ? Me pas. Biskoazh. Ne ouien ket zokén e oa dimezet an den. War a vez desket gant ar film e konte kalz e wreg d'an aotrou Alfred. N'eo ket evid ma selle-hi a-dost douzh ar pezh a zebre he gwaz (re a gatew marse), douzh ar pezh a eve (re a whisky marse) rag un arloup hag ul lipouz e oa ar c'haezh den, techet da furchal er yeinerez goude koan c'hoazh. Nann, ur genlabourerez ag an dibab e oa Alma Reville, maouez Alfred Hitchcock. Gouest e veze da sikour he gwaz da choaz ar senario mad, mez ouzhpenn-se da renañ an traoù er studio pa n'helle ket ar mestr henn ober. Ur gwir film mod Hitchcock eo hennañ, rag suspense zo ennañ ive. Kontiñ a ra ar mod ma oa daet ar c'houblad da benn ag un istoer ne oa ogozig den ebed evid krediñ ennañ pa oa bet lañset an ide gant Hitchcock : heni ar film milvrudet Psychose. Beteg neuze e oa chomet filmoù Hitchcock seven ; ne glaskent ket moned war dachenn an traoù na veze ket prest ar gevredigezh da weled, traoù ar seks da skwer. Er bloazioù-se ne veze ket c'hoariet kalz gant ar risk-se a ziskoueziñ traoù difennet. E Psychose e oa waet Hitchcock un tammig en tu arall ag ar pezh a veze permetet. Evid brasañ plijadur an arvesterion, evel-just. Disfiziañs braz e oa bet ar wezh-sen etre an daou bried hag ar produer. Studioioù Hollywood a heulie ar sevenerion pa santent e vehe un dra vad evite o-hunan lakaad argant ba'r jeu. Mez pa ne seblante ket ar senario boud unan hag a jaoje gant patromoù ar prantad e vezent disfiziuz braz ha gouest e vezent da zilezel tud ken brudet evel Alfred Hitchcock. Mez penneg e oa hennañ, ha sur anezhañ gant ar skiant en doa tapet gant ar filmoù bet savet gantañ e-raog, evel La mort aux trousses da skwer. N'eo ket displijuz tamm ebed splujañ e bed sakr ar filmoù hag a oa Hollywood just goude ar brezel. Gweled penaoz e c'hoari an traoù etre ar c'homedianezed ; pesort darempredoù a veze etreze hag ar sevenerion. Evel e peb strollad tud moarvad, mez darempredoù krisoc'h amañ c'hoazh, p'en em gavomp e bed ar brud en e bar, hag ur brud a c'hell ober tro ar bed. N'eo ket divourrabl ive gweled penaoz e c'hell ur senario diwaniñ e spered un den, ha boud pinvidikaet ha kemmet tamm ha tamm gant redïoù an teknik pe redïoù ar reolennoù moralel. Rag pa za un oberer bennag da benn ag un taol kàer ne vez ket heb diaezamantoù. Meur a skoilh zo bet kavet gantañ war an hent, hag ouzhpenn ur wezh kredabl en doa santet an digalonegezh henn labourad. Setu perag e vern kalz kaoud un "ael mad" en endro tost, gouest da zeltuekaad an de, da roiñ bugon dezhañ, pa ne wel ket mui splann e hent, pa ne wel ket ar mod d'en em dennañ hag an enkadenn. Ha ne oa ket bet dister tamm ebed c'hoari e vaouez Alma e buhez Alfred Hitchcock. Ma oa bet hennañ mezvet gant e orgouilh hag e lorc'h personel e-pad pell, e oa daet un tamm kompren dezhañ e fin e vuhez. Añfin, ar pezh a vez kontet gant ar film. Da lâred eo, pa vez hir buhez an den en dez hennañ muioc'h a chañs da gompren an traoù. Setu toud evid hiziw. Neuze, kenavo, chelaouerion gaezh, ha plijadur deoc'h oll er salioù teñwel. JCLR.20130315.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio