àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

50 vlez Kan ar bobl e Pondi !

50 vlez Kan ar bobl e Pondi !

Lidet ‘vo 50 vlez Kan ar bobl an dibenn-suhun mañ ! Ar festival oe savet en Oriant e-pad ar Festival etrekeltiek… E-raok bout dilojet e Pondi.

E Pondi, neuzen, vo dalc’het gourfenn kenstrivadeg kanenneù ha sonadegeù engounel Breizh… Tolpadeù oe savet aveit dibab piv a yay da soniñ, da gañañ pe da gontañ àr leurenn Kan ar bobl an dibenn-suhun-mañ… E Bro Alre, Bro Dreger, Bro Gerne, Bro Ille de France hag en ur bochad broieù arall oe savet an tolpadeù ! Ar vugale vo ivez àr ar leurenn kar ur bochad skolieù a gemera pezh er festival-sen. Ar blez-mañ eh eus pouar skol divyezhzeg ha tregont a za da ganiñ e Pondi !

Da lidañ an deiz-ha-blez oe lakaet e plas abadennoù nevez… Selaomp Gwen, den a youl vat er C’hab, ha Mireille diouzthu, tenzourez Kan ar bobl.

Goude ar c’hoñkourieù vo savet ur fest-noz disadorn, da nav eur… Fleuves, Modkozmig pe c’hoazh Menneteau-Lange vo àr ar leurenn ! Kavit razh ar program àr lec’hienn internet Kan ar bobl !

 

Atersadennoù savet get Yuna Kojan. 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio