syngue sabour
SYNGUÉ SABOUR
Ur film savet gant : Atiq Rahimi (2012)
Gant : Golshifteh Farahani, Hamidreza Javdan, Massi Mrowat&
E 2008 en doa resevet Atiq Rahini ar priz Goncourt evid e romant hañval e ditl : Syngué Sabour, ar pezh a sinifi ar Maen a Basianted. En Afghanistan ema Maen ar Basianted ur maen ispisial e c'hell an den lâred oll e sekredoù dezhañ, heb tamm mezh ebed. Hag ar maen-se, daet da voud leun-barr gant ar sekredoù-se, a darzh un deiz. Hag an deiz-se a za da voud deiz an dieubidigezh, da lâred eo deiz ar frankiz evid an den, disammet e galon da vad. Setu aze ur mod-ober kozh moarvad, hag a ziskouez amañ boud ken efeduz ha labour ar c'hofesour pe labour ar psi !
E Kaboul, debret gant ar brezel diabarzh, e vew ur vaouez hag he diw verc'hig. Gloazet eo bet he gwaz, stourmer brudet, ha setu-eñv bremañ, astennet difich ha digomz en o zi. Nebeud a dra a vez diskouezet ag ar vuhez tro-dro, lec'h ma ren paourentez ha treuzvevañs. An darn vuiañ ag ar film a dremen er gampr lec'h ma kont ar vaouez yaouank c'hoazh d'he fried mud darnoù ag he buhez kuzhet. Eñv an heni eo he maen a basianted. Drezañ e tay he dieubidigezh-hi, he frankiz a vaouez.
Setu ur film aze c'hoazh ag a daolenn buhez ar maouezed er broioù dalc'het gant an Izlam, hag a ziskouez ur wezh ouzhpenn stad ar maouezi red dezhe en em wiskañ penn-kil ha treid evid bale er ruioù. Lod a lâro e raont an dra-se a volontez vad, tre evel Europeanezed konvertiset nevez so. Mez ober un dra evid diskouez un disakord en ur gevredigezh laik n'eus ket kalz a dra da weled moarvad gant un dober sokial pa vez renet an traoù gant ar relijion, ha pa ne vez ket posubl torriñ an tabou heb riskañ beteg ho puhez. E-pad an amzer-se ne vo den ebed (nemed o c'hengredennerion a-gozh) evid rebech d'an Europeanezed konvertiset nevez so ha gwisket ar burqa gante, dilezel ar gwiskamant-se pa garint !
Ur gomedianez iranian an heni eo, Golshifteh Farahani, zo amañ ar vaouez yaouank é klask en em zijabliñ a bouez ar gevredigezh, a bouez ar wazed. Filmet eo bet disi he braventez hed-ha-hed ar film, ar film hag a gav aze ur steredenn lugernuz da heuliañ. Mez ar pezh a zo da zerc'hel marse eo m'ema an dud ur sort war c'horre an Douar, kalz ne vern pesort sevenadur o doug, kalz ne vern pesort relijion o ali, o sklaeria pe o dalc'h. Ema peb unan gant e gorf hag e spered, ha lezenn ar c'horf a vag o hunvreoù hag o c'hoantoù liesoc'h eged ma kredomp marse. Setu perag ive marse eh a d'ar brezel ar wazed na ouiont ket ober al lez. Setu aze peadra da brederiañ c'hoazh !
Ale, setu toud evid hiziw.
Kenavo d'an oll ha plijadur ataw er salioù teñwel.
Jean-Claude Le Ruyet.20130328.