Cheñjet eo bet an niver a zilennidi e tolpad kêrioù Pondi.
E Frañs a-bezh oa bet embannet ur lezenn evit digresk an niver a zilennidi dre vraz hag evit reiñ muioc'h a bouez d'ar brasañ kêrioù. Diazeet eo ar feson-nevez da jediñ diàr an niver a dud a zo é chom er c'humunioù. Ba tolpad kêrioù Pondi e vo neuze hanterkant dilennad ha pa oant pemp ha tri-ugent e-raok. Er mem amzer e tremena an niver a zileuridi evit kêr Pondi a zek da bemzek. Ne oa ket trawalc'h evite hag o doa goulennet bout niverusoc'h c'hoazh. Selaouamp doc'h ali Serj Moelo, eil prezidant tolpad kerioù Pondi, aterset get Olivier Le Clainche.