Avel em fenn ar Gwener 31 a viz Meurzh
Un abadenn asambl get Maëlle Ausias hag Enora Molac. Distroet int àr ar bodadegoù dirag prefetioù ar vro evit souten ar re gloazet e-pad ar vanifestadegoù.
Alan Kloareg prezidant RKB a zo bet pedet ivez evit distroiñ àr an dagadenn bet graet ur wezh c'hoazh d'ar gazetennerez Morgan Large, d'an noz etre ar Yaou 23 hag ar Gwener 24 a viz Meurzh 2023.
Adkav a rahet ivez pennad-kaoz ar sizhun a-ziàr ChatGPT get Tomaz Laken (RKB) ha Keleier ar vro get Yuna Cojean.
Un abadenn dre-eeun a Rostrenn e studio Radio Kreiz Breizh.