Ur c'harta "kalite" 'vit produerien legumaj "dindan ti-gwer"
Sinet 'zo ur charta "kalité" gant ar SICA, Saveol ha Kuzul-Meur Penn-ar-bed ar beure mañ 'ba Kastell-Pol. Ur charta kentañ 'oa sinet dek vloaz 'zo dija 'vit klask lakaat ar broduerien 'zo gounezet ganto legumaj "dindan tiez-gwer" da welaat o mod produiñ. 'Barzh ar charta mañ 'zo ul lodenn sokial da sikour ar beizanted da verañ o implijidi. Met ivez lodennoù war an en-dro hag an energiezh. Selaouomp Pierre Bihan-Poudeg 'zo prezidant ar SICA. Gant Erwan Blanchard.