àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pabu : Kanit ha dañsit bugale !

Pabu : Kanit ha dañsit bugale !

E-pad miz Meurzh zo bet a bep seurt abadennoù war-dro da yezhoù ha sevenadur Breizh un tamm e pep lec'h er vro ! Gant mizvezh ar brezhoneg zo bet kalz a grogadoù plijadur. Evel oa bet eizhtez zo e Pabu da geñver un devezh badezet « Kanit ha dañsit bugale ! »

 

350 a vugale divyezhek oa bet beuzet en deiz-se e-barzh sevenadur o bro : ar c'han, an dañsoù hag ivez ar c'hoarioù hengounel... Un darvoud aozet dorn-ha-dorn gant Ti ar Vro ha skolioù Bro-Wengamp, pe vefent publik, prevez pe Diwan. Da zigentañ selaouomp Isabelle Michat, skolaerez en karg eus ar renerezh e skol divyezhek Pabu. Lârout a ra deomp pegen important eo tostaat ar skolidi ouzh kultur Breizh.

 

!!! Ur fazi zo er reportaj : n'eo ket ar gevredigezh "C'hoarioù Breizh" met "C'hoarioù Nerzh" eo kentoc'h !!!

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

 

 

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio