àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg a-enep adreizh al leveoù: n'eo ket manifestourien zo evit lonkañ prezegenn Macron

Manifestadeg a-enep adreizh al leveoù: n'eo ket manifestourien zo evit lonkañ prezegenn Macron

N'eo ket disoc'h gant ar stourm a enep adreizh sistem al leveoù… en desped bout bet kadarnaet gant ar gouarnamant gant ar pennad 49.3. Dec'h 'oa leun ar straedoù 'ba Frañs ha 'ba Breizh! Hervez ar sindikadoù eo 3,5 milion a dud 'oa dec'h o tibuniñ kement ha d'ar 7 a viz Meurzh tremenet. Hervez minister an diabarzh 'vefe bet un tammig muioc'h 'vit ur million a vanifesterien hepken. 'Ba Breizh oa stank an dud war ar straedoù ivez: d'an nebeutañ 80 000 'ban Naoned, muioc'h evit 35 000 'ba Roazhon ha 30 000 'ba Brest hervez Ouest France. Ur bouchad tud neuzen an deiz war lerc'h ar brezegenn graet gant Emmanuel Macron war TF1 ha France 2… Ur brezegenn 'oa e bal sioulaat hag adskoulmañ liammoù gant ar C'hallaoued… Met fuloret un tamm mat eus ar vanifestourien…. Violaine ha Youn daou den gopret gant ar SMIC 'zo bet feuket gant komzioù pdt Republik Bro-C'hall. Embannet 'noa dimerc'her n'eo ket bet ken uhel galloud prenañ an dud paeet 'vel bremañ…Selaouomp 'nezho o daou dustu… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio