Keleier ar Vro d'ar Merc'her 22 a viz Meurzh da 5e30
Manifestadeg pesketaerien
Ur vanifestadeg a oa e Roazhon hiziv, galvet gant ar c’hollektif "Pesketerien e fulor". Dalc’het eo bet diouzh beure war reper Charlez ar Gall. Nac’het en doa ar prefed degemer ar besketaerien war blasenn breujoù Breizh …
Fuloret eo skolioù divyezhek bro Gerne
Kerent gant o bugale ha skolaerien eus skolioù divyezhek puplik Douarnenez, Ploveur, Pleiben, Ploveilh, Brieg ha 2 skol divyezhek eus Kemper a oa en em vodet dirak ensellerezh akademikel Penn-ar-bed e Kemper ar mintin-mañ. Goulenn a raent groñs bezañ resevet gant pennoù-bras an Ensellerezh a-benn kavout un diskoulm d'ar vank erlec'hierien divyezhek er skolioù.
Forum Stumdi
Dek vloaz 'zo 'oa bet roet lañs gant servij hentañ Stumdi d'ur forom da ginnig ar micherioù a c'heller ober war lerc'h ar stummadur. En desped d'an devezh harzh-labour 'vo dalc'het ar forom-se warc'hoazh. Un nebeut displegadennoù gant Helen Bonieg, renerezh Stumdi.
Reportajoù keleier ar vro a c'hellit adkavout AMAÑ
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Fellout a ra da Emmanuel Macron e vefe lakaet lezenn adreizh al leveoù e pleustr a-raok fin ar bloaz
- Taeroc'h taerañ eo ar polis gant ar vanifesterien
- Pevar studierez eus Naoned o deus douget klemm a-enep poliserien evit feulsterioù seksel o deus gouzañvet e-pad ur vanifestadeg
- Emzalc'hioù mantrus polis Londrez a ra reuz e bro Saoz
- Ur fiasco ekologel e vo kib ar bed mell-droad 2026
Keleier kinniget gant Metig-Jakez-Vargas