Keleier beure d'an 13 a viz Meurzh 2023
En dañjer da serriñ emañ ti gwilioudiñ Landerne!
Disadorn eo 600 a dud 'oa bodet e-tal an ti kêr 'vit goulenn groñs ma ne vo ket breskaet stad an ospital c'hoazh! E fin ar bloaz tremenet 'oa bet serret servij an trummadoù a yae en dro e kerzh an noz. Bremañ eo tro ar servij gwilioudiñ 'zo en danjer da vout serret gaozen d'an danevell skrivet gant Yves Ville 'zo penn ar servi gwilioudiñ 'ba Ospital Necker 'ba Pariz… Hervezañ n'hall ket bout sur gwilioudiñ 'ba ospitalioù lec'h 'zo nebeutoc'h 'vit mil bugel bezan ganet eno. Met ivez gaozen d'al lezenn Rist 'vo lakaet e pleustr 'benn al lun 3 a viz Ebrel… Ul lezenn 'zo bet embannet e miz Ebrel 2021. Pal an destenn eo mirout goproù ar vedisined intermimair da vont re uhel pezh a goust kalz a arc'hant d'an ospitalioù publik…'Ba Landerne 'vo un diouer a vedisined anestezist ha ma ',neus hini ebet o tont da grenvaat ar skipailh a benn 15 tez 'vo serret ar servij gwilioudiñ keit ma 'vo ket kavet un diskoulm… Gwenole, Emilie hag Herri 'oa war blas. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.