àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Feuket mat eo ar sindikadoù bout bet nac'haet gant Macron degemer anezho

Feuket mat eo ar sindikadoù bout bet nac'haet gant Macron degemer anezho

N'eo ket bet degemeret gant Emmanuel Macron pennoù bras ar stroll etre sindikad 'zo o kas ar stourm a enep adreizhañ al leve. Ar sizhun dremenet 'noant skrivet ul lizher da brezidant Republik Bro-C'hall 'vit displego dezhañ pegen kontrol d'an destenn eo ar C'hallaoued. Kement se o vezañ diskouezhet gant ar manifestadegoù lec'h 'zo bet beket muioc'h 'vit 3 milion a dud o kemer perzh enno. Respontet 'neus prezidant Bro-C'hall d'ar sindikadoù emañ poent al labour parlamantel hag e chom ar gouarnamant prest da gomz ganto… Disadorn 'oa milieroù a vanifesterien war ar straedoù adarre gant memes goulenn 'baoe daou viz: dilezel an adreizhañ war sistem al leveoù… Deomp da selaou soñj sindikalourien war ar mod eo bet graet gant ar sindikadoù betegen ha pezh 'nijent gellet degas… Roomp ar gaoz da Fulup Plouzane, Mona Jaouen, Fabris Kadou ha Yann Fontana…'Ba Montroulez 'oant o vanifestiñ disadorn tremenet. Gant Erwan Blanchard emaint.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio