àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

2500 a dud e Gwengamp evit difenn an ti-gwilioudiñ

2500 a dud e Gwengamp evit difenn an ti-gwilioudiñ

"Evit ar gwir da vezañ ganet, da vevañ, da labourat, da vezañ soagnet ha da zivizout er vro"

 

Ouzhpenn 100 ti-gwilioudiñ a zlefe bezañ serret er Frañs araok pell. Setu bepred ar pezh a zo erbedet gant Yves Ville, medesin en ospital Necker, e Pariz. Hervez un danevell savet gantañ e vefe dav serriñ an tier e-lec'h ma vez ganet nebeutoc'h evit 1000 a vugale bep bloaz. 7 servij genel bugale zo en dañjer e Breizh. Reoù Gwengamp, Lannuon, Landerne, Karaez, Redon, Ploermael hag Ankiniz.

 

A-hend-all emañ al lezenn Rist da vezañ lakaet en pleustr e penn kentañ miz Ebrel. Honnezh zo vont da grennañ war goproù uhel ar vedesined a labour en « iñterim ». Abalamour d'al lezenn-se e c'hallfe ar re-se dizertañ an ospitalioù publik ha diwar-se e c'hallfe bezañ serret servijoù en ospitalioù bihanañ.

 

Disadorn 11 a viz Meurzh e oa bet manifestet gant tud Bro Landerne da zifenn o zi-gwilioudiñ. Hag e Gwengamp, e-lec'h zo trouz serriñ an ti-bugale abaoe 2018, e oa galvet an dud da zibunañ ivez...gant dilennidi GPA, tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull.

Pennad-kaoz gant Yann-Fañch Durand (Kenurzhierezh Yec'hed e Bro-Wengamp) ha Remi Gwilhouz, maer Plouizi, hag a oa e-mesk an dilennidi bet resevet dilun e Roazhon gant Elise Noguera, renerez nevez Ajañs Rannvro ar Yec'hed (ARS) e Breizh. Embannet oa bet komzoù dinec'hus ar renerez er c'hazetennoù met ar re-se n'o deus ket dinec'het tamm ebet tud Komite difenn ospital Gwengamp. A-hend-all zo raktreset ur vanifestadeg e Karaez disadorn 18 a viz Meurzh da zifenn an ti-gwilioudiñ. Hag eno emañ Komite difenn an ospital da vezañ adlañset dimeurzh kentañ.

 

Ur gelaouadenn gant Tomaz Laken

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio