àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brezhoneg ha naouegezh artifisiel

Brezhoneg ha naouegezh artifisiel

Moarvat ho peus klevet komz eus ChatGPT, an ostilh bet lañset e miz Du 2022 gant an embregerezh amerikan OpenAI. Emañ an embregerezh o paouez embann ur version nevez eus e venveg just a-walc'h. ChatGPT zo un chat savet diwar tretamant otomatek al lavar. Gallout a ra toullañ kaoz ganeoc'h dre skrid a-drugarez d'an naouegezh artifisiel (pe ar gomprenezon artifisel). Ha chomet e oa boemet meur a hini er mizioù tremenet o c'hoût e oare ChatGPT distripañ un tamm brezhoneg ! En tu-hont d'an ostilh-mañ 'meump klasket goût peseurt interest a oa d'an « IA », d'an naouegezh artifisiel, lakaet da dalveout evit hom yezh... Un tamm eus ar respont gant daou zen a oa deuet eizhtez zo da Di ar Vro Gwengamp da luskañ ur gaozeadenn war ar sujed : Gweltaz Duval-Gwennok a zo o labourat war un aplikasion, un arload « digejañ ar vouezh », ha Mélanie Jouitteau, enklaskerez war skiantoù al lavar er CNRS...

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio