Etrezek ar peoc'h e Kolombia ?
Emañ tud gouarnamant Kolombia ha stourmerien an ELN, an Ejército de Liberación Nacional, d'en em gavout asambles en-dro e Mec'hiko a-benn teir sizhun. Gallout a rafent en em glevout diwar-benn un harz-tennañ. Ur c'hammed important e vefe war hent ar paz total bet prometet da dud Kolombia gant ar prezidant Gustavo Petro hag e vesprezidantez Francia Márquez, ur stourmerez feminist gant orinoù afrikan. Hir e vo an hent a-raok tizhout ar « peoc'h da vat » met esperañs zo e-mesk an dud er vro ec'h afe an traoù war an tu mat tamm-ha-tamm. Dora Vargas, genidik eus Kolombia, a lavar hiroc'h deomp.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken