No bassaran : nann d'ar poulloù-dour ramzel e bro Poitou !
Abaoe 5 bloaz e stourm ar strollad « Bassines Non Merci » e bro Poitou a-enep d'ar "mégabassines" pe poulloù-dour ramzel : da lâret eo poulloù ouzhpenn 20 poull-neuial olimpel. Savet e vez muioc'h-mui a boulloù-dour a seurt-se gant al labourerien-douar, ha pompiñ a reont an dour deus ar gweleadoù freatek. 100 mégabassine a vefe e departamantoù ar Vendée, Vienne, Charente ha Charente-Maritime. N'eo ket a-du ar stourmerien ha stourmerezed a-enep ar bassinoù e vefe prevesaet ur mad boutin, an dour, gant al labourerien douar. Ar strollad Ozactes eus Kemperle a aozo ur gaozeadenn fenoz diwar-benn ar basinaoù 'vel ma tsipleg deomp Mikel Kras labourer-douar ezel eus ar C'honfédération Paysanne e Rieg.
Gervel a ra ivez ar strollad hag ar C'honfédération paysanne da vont da vanifestiñ d'ar 25 ha d'ar 26 a viz Meurzh er Poitoù a-enep ar megabassinoù.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas