àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kanaouennoù plac'hed ar friturioù

Kanaouennoù plac'hed ar friturioù

Kreñv eo ar stourmoù sokial er vro er mare-mañ met stourmoù hag harzoù-labour hir a kalet a oa bet gwechall dija, evel hini plac'hed ar friturioù e Douarnenez hag er Vro Vigoudenn. Kinnig a ra MPT an Erge-Vihan e Kemper reiñ enor da stourmoù ar vicherourezed-se digwener. Dont a raio Marie-Aline Lagadig, he doa dastumet kanaouennoù ar plac'hed ar laboure er friturioù e penn-kentañ an 20vet kantved ha savet ul levr da ginnig an istor-se. Selaouomp anezhi diouzhtu.

Digwener 10 a viz Meurzh e vo skignet un teulfilm, sevenet gant Anne Gouerou, diwar-benn Joséphine Pennkalet, micherourez eus friturioù Douarnenez hag ar plac'h kentañ dilennet e Frañs (pa ne c'halle ket ar maouezed bezañ dilennet c'hoazh!). Ha Marie-Aline Lagadig a ginnigo ar c'hanaouennoù bet dastumet ganti da heul. Da 8e noz e vo an abadenn e MPT an Erge-Vihan e Kemper.

 

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio