àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Saloñs levrioù Gwengamp eus an 10 d'an 12 a viz Meurzh 2023

Saloñs levrioù Gwengamp eus an 10 d'an 12 a viz Meurzh 2023

Ar gouel « Lire à Guingamp » a vo adalek arc'hoazh ha betek disul ! Ur programm pinvidik zo kinniget d'an dud e kreiz-kêr Gwengamp : ur « saloñs al levrioù », filmoù, diskouezadegoù met ivez taolioù-krenn. Unan eus ar c'haozeadennoù kinniget a vo « ar skrivañ awenet gant Breizh ». Ur gejadenn etre tri skrivagner eus ar vro : Fañch Rebours, Louis Grall ha Daniel Kay. Lusket e vo ar gaoz gant Frañsez Favereau, bet kelenner e skol-veur Roazhon 2. Triwec'h skrivagner ha skrivagnerez a vo gallet ober anaoudegezh gante e-skeud ar gouel a-hend-all. Bretoned met ivez skrivagnerien eus Bro-c'hall, darn o skrivañ evit ar yaouankizoù ha darn all evit an dud deuet. Fañch Rebours, unan eus pluennoù anavezetañ Bro-Oueloù a gomz deomp eus un ti-embann a vo gwelet e-pad tri devezh ar festival. Un digarez ivez da gaout un tañva digantañ eus an daol-grenn a vo perzh enni...

 

« L'inspiration de la Bretagne dans l'écriture ». Hennezh eo anv an daol-grenn a vo disul e-kerzh ar gouel « Lire à Guingamp ». Ur gaozeadenn e galleg gant ar skrivagnerien Fañch Rebours, Louis Grall ha Daniel Kay. Emgav zo roet da unnek eur ba teatr Maez ar Roue...

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio