àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Devezh kontadennoù e Landelo

Devezh kontadennoù e Landelo

N'eo ket anveet a-walc'h ar c'hontañ kontadennoù e Breizh !

Setu unan eus an traoù a gaver en un danevell embannet gant Kuzul Sevenadurel Breizh e fin ar bloaz 2022. Ul labour preder anvet « Pleustriñ ur benveg, kanañ, dañsal ha kontañ : Un treuzkas en arvar... »

Lakaat a ra ar C'huzul war wel n'eus ket a rouedad frammet da liammañ ar gonterien hag ar c'honterezed kenetreze. N'eus ket kalz a stummadurioù. Ha nebeut a ostilhoù zo da zegas ar c'hontañ betek ar skolidi...

Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant un nebeud tud a glask c'hwezhañ war glaou-bev ar c'honterezh e Breizh. Deomp etrezek Landelo. E miz Kerdu 2022 oa bet un emgav eno, d'en em soñjal war an doareoù da adlañsañ an traoù ! Un devezh da heul ur master klas bet e Bro-Gwened un nebeud sizhunioù araok, aozet gant Fanny Chauffin ha Daniel Kare...

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio