Keleier ar vro d'ar gwener 3 a viz Meurzh da 8e30
- Gallout a rafe an SNU dre ret, Service National Universel, bezañ arnodet ‘ba Penn ar Bed adalek 2024. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
- Ar bloaz-mañ eo adlañset ar C'han ar Bobl e terouer Kerne Izel gant Ti ar Vro Kemper ha Kuzul Skoazell Diwan Bro Gemper. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Nullet eo bet ar raktres rod-avel war Enez Eusa gant lez-varn melestradurel Naoned
- Ur gwallzarvoud tren spontus a oa bet e Bro C'hres dimeurzh
- An troc'h tredan a zo bet e hanter bro Arc'hantina
- Nac'hañ a ra departamantoù ar Var hag an Ardèche reiñ aotreoù sevel tiez 'blam d'ar sec'hor
- Daou stourmer a-enep raktres ar basinoù ramzel a zo bet kondaonet dec'h
- An aktourez yaouank eus Bro Euskadi, Sofia Otero, 9 bloaz anezhi, he deus resevet priz an Arz Ac'hant er Berlinade
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas
Adkavit reportajoù Keleier ar vro AMAÑ