àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gourdrouzioù marv a-enep kazetennerien-ezed ar "Poc'her": 600 den evit souten 'nezho e Karaez

Gourdrouzioù marv a-enep kazetennerien-ezed ar "Poc'her": 600 den evit souten 'nezho e Karaez

Tost 600 a dud, kazetennrien e leiz en o zouez, a oa en em vodet dirak Ti-kêr Karaez disadorn evit souten skipailhoù ar Poc'her hebdo hag FR3 ha difenn ar frankiz da embann. Gourdrouzioù marv ha kunujennoù a zo bet resevet gant kazetennerien ha kazetennerezed ar Poher digant tud deus an tu-dehou pellañ da-heul ur pennad embannet gante e miz Here da vare ar reuz a oa savet e Kallag tro-dro d'ar raktres Horizon a venne degemer repuidi er gumun. "Abaoe 25 bloaz e kelaou ar Poher annezidi Kreiz Breizh eus keleier ar c'horn-bro, ha setu tout" en deus degaset da soñj Erwan Chartier war al leurenn, pennkazetenner ar Poher.

Meur a sindikad kazetennerien o doa kemeret ar gaoz ivez. Selaouomp da gentañ prezegenn Tudi Crequer, sindikalour eus an SNJ CGT. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio