Ur mazurka evit souten Vincenzo Vecchi
Daoust ha gallout a ra un lezenn faskour bezañ lakaet da dalvezout er Frañs ?
Digwener emañ lez-galv Lyon da lâret he soñj war afer ar stourmer italian Vincenzo Vecchi. Tec'het e oa eus e vro goude bezañ bet kondaonet taer diwar ul lezenn savet dindan renad Mussolini. Kondaonet e oa bet gant ar justis italian evit bezañ manifestet e 2001 a-enep ar G8 e Genova. Daouzek vloaz prizon oa bet lakaet war e chouk...
Ha lañset ur mandad-herzhel etrevroadel eneptañ. Rak Vincenzo a zo harluet e Breizh abaoe 2011.
Nac'het o deus lezioù-galv Roazhon hag Añje lakaat ar mandad e pleustr. Met bep taol he deus ar Stad-c'hall graet galv. Ouzhpenn se he deus Lez Justis Europa embannet e oa ret d'ar Frañs adkas ar stourmer d'e vro.
E Gwengamp e fin ar sizhun dremenet e oa bet un toullad tud o kanañ hag o tañsal da souten Vincenzo Vecchi. Kaset e oa an abadenn gant kanerezed an divad « Bopred ba Prad » gant Amélie ha Camille. ha Julien a vo klevet ivez, a oa deuet da souten Vincenzo. Tomaz Laken oa war blas...