àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Budjed yezhoù Breizh digresket : soñj Stéphanie Stoll

Budjed yezhoù Breizh digresket : soñj Stéphanie Stoll

Da vare ar votadegoù e oa bet prometet gant Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, kreskiñ budjed ar brezhoneg eus 8 da 24 milion a euroioù. Ar bloaz paseet e oa bet kresket ar budjed betek 9,5 milion a euroioù. Met evit ar bloaz e tigresko ar budjed. Ar c’hant mil euro lakaet ouzhpenn war an daol ne vefont ket awalc’h da gempouezañ c’hwezadur ar moneiz. Pezh 'neus lakaet difennerien hom yezh da vont en konnar. Ur gemennadenn oa bet embannet a-raok an dalc’h diwezhañ gant Rouedad ar Brezhoneg da c'houlenn digant ar prezidant kreskiñ ar budjed en-dro. E-pad an dalc’h e oa aet en fulor ivez lod koñsailherien ha koñsailherezed-rannvro. Goulennet zo adarre digant ar muiañ-niver kreskiñ ar budjed. E-mesk ar goñsailherien-se e oa Stéphanie Stoll, eus ar Strollad Ni Breizhiz, e liamm gant ar Republik war vale, strollad ar prezidant Manuel Makron.

 

Pennad-kaoz gant Anton Burel

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio