Keleier ar vro d'ar gwener 17 a viz C'hwevrer 2023 - 5e30 noz
Imor zo gant ar vanifesterien c'hoazh !
Clément, kelenner, ha Denez Marchand, besprezidant ba departamant Il-ha-Gwilen ha perzh en UDB, aterset gant Anton Burel e-kerzh manifestadeg Roazhon da selaou AMAÑ.
Gourdrouzet zo lazhañ pennredaktour ar Poher Hebdo
Abaoe ur c'hrogad eo bizet Erwan Chartier gant an tu dehoù pellañ. Pennad-kaoz dre bellgomz da selaou AMAÑ.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Koñjeoù amzerioù, gwirioù an dud trañs : lezennoù istorel votet er Stad-spagnol
- Ur yoc'henn-empenn lakaet da gleñved-micher gant lez-varn Gwened
- Stourm a-enep ar gartenn-skol en Aodoù-an-Arvor bepred
- Vincenzo Vecchi dirak al lez-galv adarre d'ar 24 a viz C'hwevrer
- Tro gentañ kampionad broadel ar bagadoù kentañ rumm disul e Sant-Brieg
Keleier kinniget gant Tomaz Laken