Sinadeg "Breizh un takad tenn !"
9000 a dud o deus sinet ar goulenn skrid evit ma ‘vo lakaet Breizh dindan statud « takad tenn. Diaes tre eo deuet gellout feurmiñ ha prenañ lojeiz ‘bar vro. E-touez an abegoù pennañ eo meneget gant ar c’homiteoù « Breizh takad tenn » an niver a eil tiez hag an niver a lojeiz ‘zo feurmet berr amzer. Fabris Kadou zo ezel deus komite Montroulez Breizh takad tenn.
Un atersadenn gant Erwan Blanchard