Keleier ar vro d'ar Merc'her 15 a viz C'hwevrer - 8e30
Badminton : ur steredenn e Rostrenn !
Disadorn ne oe ket bet forh aes an traoù aveit tud skipailh kentañ Bad'Club Rostrenn. Àr digarez un deweh kampionad etrekluboù e oa Rostrenn é-tal ar gwellañ skipailh a zo e live ketañ ar c'hampionad.
Ur reportaj get Tomaz Laken da selaou amañ.
Dilhad hengounel Breizh zo bet kaset da vro Japon !
Diriaou eo bet kaset ur jiletenn hag ur c'hoeff a vro Vigouden en tu arall d’ar bed… E Osaka, e Bo Japan oe kaset an dilhad-se get ar c'hengevread Kenleur.
Yuna Baron, karget ag ar c'hehentiñ evit ar gevredigezh oe doc'h mikro Enora Molac, a Radio Bro Gwened.
Un atersadenn da selaou amañ.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Un enklask nevez savet get 30 media ag ar bed a-bezh diàr-benn ar c'heleier faos pe "fake news"
- Ne oe ket votet ur mennad a reform ar leveoù er breujoù
- Un harz labour vo savet a-benn diriaou
- Budjet Rannvro Breizh 2023 zo bet votet er c'huzul
Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.