àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

ZAZIE "Cyclo" (2013) 1/5

ZAZIE "Cyclo" (2013) 1/5

Tri blez so he doa embannet un albom a 49 hanenn, pas ken aes da zijeriñ bepred, mes doned a ra Zazie en-dro ged ur gwir albom, berroh hag interessussoh anehoñ, kement àr dachenn ar son èl ar posiow. Ewid Cyclo, titl he eizhved albom, he deus kenlabouret ged Olivier Coursier (AaRON) ha Tony Hoffer (M83, Beck...), unan ewid ar broduksion, an arall ewid ar miksaj. Ar ganeres, saveres-toniow-ha-posiow, deus savet ur bladenn deñwel-awalh ar wezh-mañ, elektro ha synthetik, heb boud yen ur sort. Simpl ew ar hempennow, fin, ha pas ken eeun : n'ew ket he mouezh àr an tu'raog, pezh a zegass donder, 'n em staliiñ a ra an aergerliow a-dammigow, a-bell, ba kanennow hir, iskis ha treantus ("Cyclo", "Vienne la nuit"). Teñwel ew ar posiow iwe, a-zivoud an draison ("Je ne sais pas"), ar bed hag ar gevredigezh ("Tout") pe ar garantez ("Les contraires"). Doh ar seblant n'he deus ket kollet Zazie an awen, pezh ne oa ket sur goude he fladenn gent hag he sroiad. Gouiet he deus mem reneweziñ he stil, un tammig, ewid 'n em bellaaad a-zoh ar variete, gwell a-se, ha ged Cyclo e tigora marse un nor newez. PAUL McCARTNEY feat. MICHAEL JACKSON "Say say say" in Pipes of peace (1983 . Parlophone) NICOLETTA feat. JOEYSTARR "La voix des anges" in Ici et ailleurs (2013 . Wagram) SAULE feat. CHARLIE WINSTON "Dusty men" in Géant (2013 . PIAS) OLIVIA RUIZ "L.A. melancholy" in Le calme et la tempête (2012 . Polydor) ZAZIE "Les contraires" in Cyclo (2013 . Mercury) THE RITCH KIDS "Loser baby" in EP Time's up (2013 . Riotch Records) Liammow an deiz : > Zazie ha > Nicoletta > Olivia Ruiz > The Ritch Kids
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio