àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar gwener 10 a viz C'hwevrer - 7e30 hag 8e30 beure

Keleier ar vro d'ar gwener 10 a viz C'hwevrer - 7e30 hag 8e30 beure

20 000 amandamant kinniget da geñver raktres ar gouarnamant da adkempenn sistem ar retredoù

Displegadennoù gant Paol Molag, depute Liberté, Indépendants, Outre-mer et Territoires, ouzh mikro Yuna Kojan, da selaou AMAÑ.

 

Manifestet e vo evit ar retredoù hag evit an ospital disadorn e Gwengamp

Hiroc'h gant Yann-Fañch Durand, deus ar C'henurzhierezh Yec'hed e Bro-Wengamp, en deus respontet da c'houlennoù Tomaz Laken AMAÑ.

 

30 vloaz Sked lidet e fin ar sizhun-mañ e Brest !

"Ti ar Vro" Bro-Vrest a oa bet savet e 1991... Pennadoù-kaoz gant Yann-Fañch Kerneiz, prezidant kentañ Sked, ha Kristina Jegou, kensekretourez, aterset gant Erwan Blanchard, da selaou AMAÑ.

 

Ha da glevout er c'heleier ivez :

- Ur c'horf devet adkavet en Argol

- Skarzhet an okuperien deus sal ar Site e Roazhon

- Bodadeg e Sant-Brieg a-enep ar gartenn-skol 2023 en Aodoù-an-Arvor

- Un toullad votoù er Vodadenn Vroadel dec'h

 

Keleier kinniget gant Tomaz Laken

 

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio