àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

30 vloaz SKED

30 vloaz SKED

Tregont vloaz Sked a vo lidet fenoz ! Sanset oa an darvoud da vout lidet daou vloaz zo. A-gaozen d'ar c'hovid e oa bet dibosubl aozañ ar gouel e 2021… Sked zo un doare Ti ar Vro ba Brest… Unan eus ar re gentañ bet savet en Breizh. E 1991 eo eizh kevredigezh 'noant divizet krouiñ Sked, en o-mesk Kreizenn an arzoù pobl, Kanevedenn, Skol Diwan Brest, ar Skol vrezhoneg, Brud nevez, Emgleo Breizh, Strollad Plougin ha Teatr Penn-ar-Bed. Yann-Fañch Kerneiz, prezidant kentañ Sked, a lavar hiroc'h deomp ouzh mikro Erwan Blanchard.

 

Adalek 8e fenoz e vo ur fest-noz ba sal ar Vauban gant Fleuves, A-dailh hag an daouad Kornek-Kreac'hkadeg. Warc'hoazh eo ba'r Gapusined e c'hallo an nen lidañ 30 vloaz Sked gant un arvest margodennoù evit ar vugale hag un daol-grenn kinniget gant Fulup Lannuzel diwar-benn plas kêr Vrest 'ba'l lennegezh e brezhoneg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio