20 000 amandamant kinniget da geñver ar raktres adkempenn ar sistem retredoù
Krog oa an deputeed da zebatiñ diwar-benn raktres ar gouarnamant da adkempenn sistem ar retredoù dilun. Abaoe pevar devezh emañ ar gannaded o studiañ amandamantoù ar reform. Paul Molag, kannad deus ar strollad Liberté, Indépendants, Outre-mer et Territoires a zo e-kreiz ar jeu abaoe penn kentañ ar sizhun. Kinniget zo amandamantoù gant e strollad. Unan anezhe a ginnige skarzhañ ar pennad 7 a redio an dud da labourat daou vloaz ouzhpenn araok mont en retred ha kaout ul leve klok mag o deus skodennet o c'hont a vloavezhiadoù. Pennadoù all zo bet kinniget ivez, diwar-benn ar merc’hed, evit ma vo kontet dezhe an ehanoù-kerentiezh a-benn ma vo jedet o leve. 20 000 amandamant zo bet kinniget en holl gant ar strolladoù politikel memestra ! Un hanter anezhe zo douget gant strollad ar Frañs Disuj… Met perak 'ta kinnig kement a velladoù ? Respont Paul Molag ouzh mikro Yuna Kojan.