àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'an 30 a viz Genver-8e30 beure

Keleier ar vro d'an 30 a viz Genver-8e30 beure

Distro eo Annkrist gant ur bladenn nevez!

Ar ganerez Annkrist 'oa brudet mat e-kerzh ar bloavezhioù 70 da vare revival sonerezh Breizh. Ar bladenn gentañ he doa embannet e oa gant ar c'hoopretaiv Nevenoz e 1975. Peder bladenn a oa bet da heul. Kanet he deus gant Gilles Servat e 1987 en Olympia lec'h he deus bet tu kanañ he c'hanaouennoù benelour ha disuj. Paouezet he doa da ganañ e penn kentañ ar bloavezhioù 2000. Met deuet eo war he c'hiz a-drugarez d'al levr a oa deuet er-maez daou vloaz zo. Distroet eo war al leurennoù ivez a-drugarez d'ur bladenn gant he holl ganaouennoù. Dre se e oa bet pedet disadorn gant al levrdi "Comment dire" e Roazhon evit kinnig hec'h oberenn. War blas e oa Ronan Pellen, soner sistrenn ha gitar anezhañ. Roet en deus e soñj da Anton Burel. Da selaou amañ

Un tamm sell war istor de la Rouerie!

Ur c'hollok a oa dalc'het disadorn dremenet diwar benn de la Rouerie! Aozet e oa gant Skol Uhel ar vro e Roazhon. Un digraez da vrudañ buhez ha stourmoù koronal Armand de la Rouerie hag an darempredoù etre Breizh ha Stadoù-Unaned. Da vare brezel dizalc'hiezh ar Stadoù-Unaned e oa aet de la Rouerie da skoazell an dispac'hourien amerikan a-enep ar Saozon. Thierry Jigourel en deus kemeret perzh en un daol grenn war dem ar Rourei hudu an deiz. Nevez 'zo en deus embannet ur vandenn dreset anvet "Colonel Armand de Washington à l'armée des chouans". Displegañ a ra deomp ar mod eo tremenet an devezh studi. Emañ gant Anton Burel.  Da selaou amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio