Ul levr-pladenn evit lidañ distro Annkrist
Ar ganerez Annkrist 'oa brudety mat e-kerzh ar bloavezhioù 70 da vare revival sonerezh Breizh. Ar bladenn gentañ he doa embannet e oa gant ar c'hoopretaiv Nevenoz e 1975. Peder bladenn a oa bet da heul. Kanet he deus gant Gilles Servat e 1987 en Olympia lec'h he deus bet tu kanañ he c'hanaouennoù benelour ha disuj. Paouezet he doa da ganañ e penn kentañ ar bloavezhioù 2000. Met deuet eo war he c'hiz a-drugarez d'al levr a oa deuet er-maez daou vloaz zo. Distroet eo war al leurennoù ivez a-drugarez d'ur bladenn gant he holl ganaouennoù. Dre se e oa bet pedet disadorn gant al levrdi "Comment dire" e Roazhon evit kinnig hec'h oberenn. War blas e oa Ronan Pellen, soner sistrenn ha gitar anezhañ. Roet en deus e soñj da Anton Burel.