àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Niveradeg al laboused

Niveradeg al laboused

Abaoe 20 vloaz ec'h aoz Breizh Vev, asambles gant an LPO hag ar gevredigezh Geoca, niveradeg laboused al liorzhoù, dibenn-sizhun diwezhañ miz Genver. Pep hini a c'hello kemer perzh ha kontañ al laboused e-pad un eurvezh an dibenn-sizhun mañ neuze. Sikour a ra an niveradeg da c'houzout peseurt spesadoù a vez niverusoc'h o foblañs d'ur bloaz d'egile ha peseurt re az a war zigresk. Miliadoù a dud a gemer perzh bep bloaz. Selaouomp ouzh Jean-Noel Ballot, ornitologour hag ezel deus Breizh Vev.

Ha ma fell deoc'h kemer perzh met n'oc'h ket gwall varrek war ar spesadoù laboused disheñvel e c'hallit pellgargañ ur folenn gant skouerioù laboused ar vro e lec'hienn Breizh Vev : bretagne-vivante.org ha kas anezhi en-dro da Vreizh Vev gant o tisoc'hoù.

Jean-Noel Ballot a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio